![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/7b/MeijiJoukyou.jpg/640px-MeijiJoukyou.jpg&w=640&q=50)
Adsav Meiji
From Wikipedia, the free encyclopedia
Adsav Meiji (japaneg : 明治維新, Meiji Ishin), pe Dispac'h Meiji pe Nevezidigezh Meiji a reer eus ar mare eus istor Japan ma voe diskaret ar shogunelezh Tokugawa ha pa voe adroet ar galloud d'an impalaer. Mont a ra eus dibenn ar Mare Edo (anvet ivez bakumatsu pe « dibenn shogunerezh Tokugawa ») da benn-kentañ an Oadvezh Meiji, e-pad eil hanterenn an XIXvet kantved. Un heuliad darvoudoù eo, ha d'o heul e voe kemmet politikerezh Bro-Japan koulz hag hec'h aozadur sokial. Unan eus disoc'hoù digor Japan war ar bed eo. An digor-se a oa holl-ret da-heul degouezh "bagoù du" ar c'homodor Matthew Perry, hag en doa diskouezet pegen gwan e oa deuet ar shogunelezh da vezañ. Da-heul Adsav Meiji eo deuet impalaeriezh Japan da vezañ unan eus galloudoù bras ar bed. Ur rentañ-kont resis eus an darvoudoù a zo bet graet gant Ernest Stow en e levr A Diplomat in Japan.
Anv er yezh a orin | 明治維新 ![]() |
---|---|
Anvet diwar | Meiji period ![]() |
Stad | Impalaeriezh Japan ![]() |
Deiziad kregiñ | 1868 ![]() |
Deiziad echuiñ | 11 C'hwe 1889 ![]() |
Prantad | Meiji period ![]() |
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/7b/MeijiJoukyou.jpg/640px-MeijiJoukyou.jpg)
![]() |