Afonso Iañ Portugal
From Wikipedia, the free encyclopedia
Afonso Henriques, pe Afonso Iañ Portugal, ganet e Guimarães, pe Viseu, e 1109 (?), ha marvet e Coimbra d'ar 6 a viz Kerzu 1185, a voe kentañ roue Portugal e 1139. Lesanvet e voe O Conquistador, O Fundador pe O Grande dre an abeg ma aloubas kalz douaroù.
- Ur bajenn disheñvelout Afonso Henriques zo ivez.
Mab e oa da Henrique de Borgonha, pe Herri Bourgogn, kont Portucale, ha da Deresa, infantez rouantelezh León, ha kontez Portucale, ur gontelezh e-barzh rouantelezh León .