Bannieloù Stadoù ar bed
From Wikipedia, the free encyclopedia
Amañ e vo kavet bannieloù Stadoù pe riezoù ar bed, hervez urzh al lizherenneg.
Da ziwall 'zo: broioù 'zo, evel ar Rouantelezh-Unanet, o deus bannieloù dishañval war vor, koulz evit al listri sivil pe al listri brezel. Kit da welet: Bannieloù Stadoù ar bed war vor.
Gallout a reer digemmañ c’hwec’h seurt bannieloù hervez o implij:
- Ar banniel sivil war zouar, a c'hall bezañ implijet gant n'eus forzh piv;
- Ar banniel stad war zouar, a vez implijet gant ar gouarnamant, ar velestradurezh, ar c'hannatioù... (ar re-mañ eo a zo skeudennet amañ)
- Ar banniel arme war zouar, a vez implijet gant an arme;
- Ar bannieloù sivil war vor, a c'hall bezañ implijet gant n'eus forzh piv war ar bigi hag al listri, hag er porzhioù-mor;
- Ar bannieloù stad war vor (listri ar gouarnamant);
- Ar bannieloù evit an arme-vor (morlu);
- A-wechoù c'hoazh e vez bannieloù ispisial evit an arme-aer (aerlu).
En ur bern broioù ne vez lakaet tamm kemm ebet etre an degouezhioù-se, evel e Frañs, pe ar Stadoù-Unanet, e reoù all avat ez eus pep a vanniel evit pep hini eus an degouezhioù-se (evel er Rouantelezh-Unanet, pe evit hini pe hini eus an degouezhioù-se (Japan, Rusia...). A-wechoù e c'hallont bezañ dishañval-kenañ evel evit Malta da skouer.
Ar bannieloù Stad eo a zo skeudennet amañ. Alies-mat ez int hañval-mik ouzh ar bannieloù broadel.
- En un nebeud broioù (Alamagn, Polonia…) eo ar banniel broadel ar banniel Stad, daoust ma'z eus ivez ur banniel Stad (gant ardamezioù ar vro) hag a vez implijet gant aozadurioù 'zo hepken (en degouezh-mañ eo diskouezet ar banniel broadel war ar bajenn-mañ).
- En Amerika latin e vez kemm alies etre ar banniel broadel hag ar banniel Stad, war hemañ diwezhañ e vez ouzhpennet an ardamezioù Stad;
- E Skandinavia e vez alies disheñvel ar banniel Stad diouzh ar banniel broadel (dre ar stumm: stumm ul lost pik), pe gant ardamezioù (Finland).
Ar Stadoù de facto a zo lec'hiet e traoñ ar bajenn.
Gwelet ivez Bannieloù tiriadoù ar bed.