Dario Fo
From Wikipedia, the free encyclopedia
Dario Fo, ganet d'ar 24 a viz Meurzh 1926 e Sangiano, e-kichen Varese, e Lombardia, Italia ha marvet d'an 13 a viz Here 2016 e Milano, a oa ur skrivagner pezhioù-c'hoari, leurenner hag aktour, “un den a c’hoariva” penn-kil-ha-troad.
Brudet eo evit e perzh er politikerezh, Dario Fo a zo unan eus an dramaturjed italian a vez c’hoariet ar muiañ dre ar bed a-bezh, e-giz Carlo Goldoni.
Bamet eo Dario Fo dirak un dramaturj venitian eus ar XVIvet kantved, Angelo Beolco, graet Ruzante anezhañ, soñjal a ra eo eñ e-giz e “brasañ mestr gant Molière”. E-kerzh e brezegenn, p’en doa resevet priz Nobel al lennegezh (e Stockholm, 1997), e roas gourc'hemennoù d'« un den a c'hoariva dreist-ordinal eus va douar, nebeut anavezet... zoken en Italia. Hag a zo sur a-walc’h ar brasañ skrivagner c’hoariva bet e kerzh an Azginivelezh en Europa a-raok donedigezh William Shakespeare.” Pouezañ a reas war kalite c’hoariva Ruzante, a zo d’e soñj “tad gwirion ar g-Commedia dell’arte, a ijinas ul yezh dezhañ e-unan, ul lavar dezhañ, ul lavar a c’hoariva hag evit ar c’hoariva, diazezet war meur a yezh : rannyezhoù Traonienn ar Pô, troiennoù latin, spagnoleg, hag alamaneg zoken, kement-mañ mesket gant onomatopeennoù ijinet gantañ. »