Edward an Henañ
From Wikipedia, the free encyclopedia
Edouarzh an Henañ, pe Edward the Elder e saozneg, pe Eadweard Cyning e hensaozneg (war-dro 874–924), a oa roue an Angled ha Saozon adal 899 betek e varv.
Ur pennad Edouarzh zo ivez.
Ur pennad Edward zo ivez.
Ren a reas goude marv e dad Alfred Veur e 899. Kemer a reas reter ar Midlands hag East Anglia diwar-goust an Daned e 917, ren e Mercia adal 918 goude marv e choar Æthelflæd.
Pa varvas e dad Alfred Veur, en 899, e rankas Edouarzh talañ ouzh emsavadeg e genderv Æthelwold, a venne kemer ar gurunenn. Mervel a reas hennezh en 902, ma c'hallas Edouarzh kenderc'hel da aloubiñ bro an Danelaw gant skoazell e c'hoar Æthelflæd, a rene e Mercia ar c'hornôg gant he fried Æthelred.