Flandrez zelandat
From Wikipedia, the free encyclopedia
Lodenn Su Zeland, en Izelvroioù, eo Flandrez zelandat (Zeeuws-Vlaanderen en izelvroeg, Zêeuws-Vloandern e flandrezeg ha Zeêuws-Vlaonderen e zelandeg).
Dispartiet eo diouzh ar peurrest eus Zeland gant brec'h kornôg ar stêr Schelde, en norzh. Liammet eo outañ dre ur riboul etre Terneuzen ha Borsele, an hent-se o kas war-zu porzh Vlissingen ha tost alese da gêr-benn Zeland, Middelburg.
Teir c'humun zo e Flandrez zelandat : Sluis er c'hornôg, Terneuzen er c'hreiz ha Hulst er reter
Muioc'h a restroù diwar-benn
a vo kavet e Wikimedia Commons.