Iliz-veur Kemper
From Wikipedia, the free encyclopedia
Unan eus nav ilizoù-meur Breizh eo Iliz-veur Sant-Kaourintin, sez Eskopti Kemper ha Leon. Savet eo bet e Kemper (Kerne) war lec'hiad an iliz romanek dediet d'an Itron Varia (XIvet kantved). E-touez an ilizoù-meur gotek koshañ e Breizh eo gant hini Kastell-Paol hag hini Landreger.