John le Carré
From Wikipedia, the free encyclopedia
David John Moore Cornwell diouzh e anv gwir (19 Here 1931, Poole (Dorset) - 12 Kerzu 2020, Truru, Kerne-Veur), en devoa labouret evit servijoù kuzh (MI5 ha MI6) ar Rouantelezh-Unanet er bloavezhioù hanter-kant ha tri-ugent.
Bet kemeret an anv-pluenn John le Carré gantañ e oa kroget da skrivañ romantoù spierezh e 1961 ha tapet brud gant an trivet anezhe : The Spy Who Came in from the Cold, embannet e 1963 gant an daou di-embann Victor Gollancz Ltd ha Pan Books. Berzh bras a reas an oberenn-se er bed a-bezh ha setu ma tivizas le Carré dilezel e vicher a spier ha mont da skrivagner da vat.
Pemp romant warn-ugent a zo bet embannet en holl, un darn anezhe bet azasaet evit ar sinema :