Roll kantonioù Penn-ar-Bed
From Wikipedia, the free encyclopedia
- 54 c'hanton a oa e departamant Penn-ar-Bed kent lezenn c'hall niverenn 2013-042 ar 17 a viz Mae 2013, a zo bet lakaet e pleustr dre zekred niverenn 2014-151 an 13 a viz C'hwevrer 2014 ; pep kanton a oa un tamm eus un arondisamant hepken.
- 27 kanton zo bremañ[1] ; kantonioù Brieg, Douarnenez, Landivizio ha Pont-ar-Veuzenn-Kimerc'h zo savet diwar kumunioù a zo dasparzhet etre meur ag arondisamant. Lod kantonioù kozh zo aet da get eta – evel kanton Kastellin, ar c'humunioù anezhañ o vezañ dasparzhet etre kantonioù Pont-ar-Veuzenn-Kimerc'h, Kraozon, Douarnenez ha Kemper – ha lod zo krouet, evel hini Pont-ar-Veuzenn-Kimerc'h.