Katalog ar Maouezed
From Wikipedia, the free encyclopedia
Katalog ar Maouezed (γυναικῶν κατάλογος /gynaikỗn katálogos e gregach) zo ur meurgan aet da goll eus Hellaz an Henamzer, anavezet ivez evel Ἠοῖαι, pe Ἢοἷαι (en latin Eoeæ, Ehoeæ, Eoiæ, etc.), deveret eo eus an droienn ἢ οἵη / ê hoiê, « Pe honnezh... », a oa e deroù pep arroud eus ar varzhoneg.
Kontañ a ra ar C'hatalog buhez an harozezed brudet e mojennoù Hellaz kozh, hini o bugale, doueed ha tud mesk-ha-mesk. Ur vammenn a dalvoudegezh eo evit studi ar mojennoù-se.