Kelvin
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar c'helvin (simbol K, diwar anv Lord Kelvin) eo unanenn SI an temperadur termodinamikel. Diwar ziviz ez eus anvioù divoutin eus anvioù an unanennoù ha skrivet e vezont gant lizherennoù bihan (« kelvin » ha n'eo ket « Kelvin »).
Conversion from | to | FormulaÈ |
---|---|---|
Kelvin | Celsius | °C = K - 273.15 |
Celsius | Kelvin | K = °C + 273.15 |
Kelvin | Fahrenheit | °F = K × 1.8 − 459.67 |
Fahrenheit | Kelvin | K = (°F + 459.67) / 1.8 |
Kelvin | electronvolts | K / 11,604.5 = eV |
electronvolts | Kelvin | eV × 11,604.5 = K |
Treiñ an unanennoù an eil d'eben : ConvertWorld (fr) |
Ar c'helvin eo ar gevrenn 1/273,16 eus temperadur termodinamikel poent tric'hement an dour (H2O), hag ur variadenn 1 K a zo kevatal gant gant ur variadenn 1 °C. Er c'hontrol d'an derez Celsius avat ez eo ar c'helvin un unanenn absolut eus an temperadur a zo bet degaset a drugarez da drede pennreolenn an termodinamik. Kevatal eo an temperadur 0 K gant -273,15 °C ha klotañ a ra gant ar zero absolut (poent tric'hement an dour a zo da +0,01 °C).
Dre ma n'eo ket ur muzul relativel ne vez ket lakaet ar ger « derez » nag ar simbol « ° » a-raok ar c'helvin, er c'hontrol d'ar pezh a vez graet gant ar derezioù Celsius pe Fahrenheit. Er penn kentañ e 1954 (10vet CGPM, disentez 3, CR 79) e veze graet « derez Kelvin » eus ar c'helvin, ha skrivet e veze neuze °K. Tennet e voe an « derez » da geñver an 13vet CGPM e 1967 (disentez 3, CR 104) ha dont a reas e simbol da vezañ K.