Le Morte d'Arthur / 8vet istor
From Wikipedia, the free encyclopedia
The Dethe of Arthur, "Marv Arzhur", eo eizhvet ha diwezhañ istor Le Morte Darthur ar skrivagner saoz Sir Thomas Malory (c. 1416 – 14 a viz Meurzh 1471), a skrivas pa oa bac'het e London adalek 1468 betek 1470.
Un henvoulladenn eus Le Morte Darthur a voe graet e 1485 gant William Caxton (c. 1422 – c. 1491) e London.
Diwar un eilskrid eus oberenn Malory hag un dornskrid all e labouras Caxton. Kentoc'h eget moullañ an eizh istor evel e oant bet skrivet gant Malory e kavas gwelloc'h o rannañ en 21 levrenn ha 504 fennad, setu e ya eizhvet istor Malory d'ober al levrennoù XX ha XXI, 35 pennad en holl.