Milice française
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Milice française pe Milice hepmuiken, a oa un aozadur politikel ha ledsoudardel gall, savet d'an 30 a viz Genver 1943 gant renad Vichy da stourm ouzh ar Rezistañsoù e Frañs evel ar Rezistañs c'hall hag ar Rezistañs vreizhat. Harp a roent d'ar Gestapo alaman ha d'an arme alaman a-wechoù, da glask yuzevien, tud tec'het rak an STO hag an dud gwelet evel tud fall gant Renad Vichy. Ur polis politikel e oa, hag ober a rae war-dro an urzh-vat ivez.
E penn ar Milice edo Pierre Laval, penn ar gouarnamant, met Joseph Darnand, ar pennsekretour, an hini a oa karget eus an oberiadoù
O c'han e oa ar Chant des cohortes. En holl e oa bet etre 25 000 ha 30 000 ezel d'an aozadur.