![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/44/Muhammadu_Buhari_-_Chatham_House.jpg/640px-Muhammadu_Buhari_-_Chatham_House.jpg&w=640&q=50)
Muhammadu Buhari
From Wikipedia, the free encyclopedia
Muhammadu Buhari (bet ganet d'ar 17 a viz Kerzu 1942) zo ur soudard hag ur politikour eus Nijeria, bet e penn ar Stad etre 1983 ha 1985.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/44/Muhammadu_Buhari_-_Chatham_House.jpg/640px-Muhammadu_Buhari_-_Chatham_House.jpg)
Buhari a voe lakaet e penn Nijeria goude an taol-Stad a zistroadas ar prezidant dilennet Shehu Shagari d'an 31 a viz Kerzu 1983. Dindan e ren e voe gwallgaset e eneberien ha kaset armerzh ar vro d'ur stad fall. Distroadet e voe d'e dro gant un taol-Stad d'ar 27 a viz Eost 1985 ha bac'het e Benin City betek 1988. Lakaat a reas e anv e dilennadegoù prezidant 2003, 2007 ha 2011 met koll a reas anezhe. Bewech e nac'has anzav an disoc'hoù. E 2015 avat ez eas an trec'h gantañ.