Orhan Pamuk
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ferit Orhan Pamuk (Istanbul, 7 a viz Mezheven 1952) zo ur romantour turk, unan eus ar re vrudetañ er bed hag a zo bet roet Priz Nobel al Lennegezh dezhañ e 2006.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Turkia |
Anv e yezh-vamm an den | Ferit Orhan Pamuk |
Anv-bihan | Orhan, Ferit |
Anv-familh | Pamuk |
Deiziad ganedigezh | 7 Mez 1952 |
Lec'h ganedigezh | Istanbul |
Breur pe c'hoar | Şevket Pamuk |
Yezhoù komzet pe skrivet | turkeg |
Yezh implijet dre skrid | turkeg |
Implijer | Columbia University |
Bet war ar studi e | Faculty of Communications, Istanbul Technical University, Robert College, Istanbul University |
Lec'h annez | Istanbul, New York |
Lec'h labour | Istanbul |
Floruit | 2011 |
Deroù ar prantad labour | 1974 |
Relijion | secular Islam |
Luskad | postmodern literature, naturalism |
Ezel eus | American Academy of Arts and Sciences, American Academy of Arts and Letters, Chinese Academy of Social Sciences |
Tachenn | romant, emvuhezskrid, essay |
Levezonet gant | Vladimir Nabokov |
Bet kinniget evit | International Booker Prize |
Lec'hienn ofisiel | http://www.orhanpamuk.net |
Deskrivet en URL | http://edebiyat.k12.org.tr/yazarlar/Orhan%20Pamuk/2 |
E 1974 e krogas Orhan Pamuk gant ar vicher a skrivagner, ha priziet a-gozh eo e oberennoù en e vro abaoe e romant kentañ Karanlık ve Işık ("Teñvalijenn ha sklêrijenn", 1979).
Goude embannadur saoznek e romant istorel Beyaz Kale ("Ar c'hastell gwenn", 1985) e c'hounezas brud en estrenvro gant ar priz Independent Award for Foreign Fiction a voe roet dezhañ e London e 1990 ; hiziv e vez troet e romantoù e tremen 60 yezh, ha 13 milion a levrioù zo bet gwerzhet en ur c'hant bro bennak.
Orhan Pamuk en devoa skrivet pennadoù evit ar gazetenn Taraf ("Kostez") betek ma voe berzet ar gazetenn gant ar Stad a-c'houde pennadoù niverus enep pouez an Arme er vuhez politikel e 2016.