Pomper
From Wikipedia, the free encyclopedia
Stourm ouzh an tanioù-gwall, an dourioù-beuz ha gellout reiñ sikourioù liesseurt eo micher ar bomperien. Kefridi bennañ ur pomper a zo gwareziñ an dud, ar madoù hag an endro. Ur vicher diazez eus ar surentez keodedel eo. Tud a-youl-vat eo an darn vuiañ anezho, met lod a zo ur seurt soudarded.
Daoust ma kemm kefridioù ha statudoù ar bomperien eus an eil bro d'eben ez eus diazezoù hollek:
- ar stourm a-enep d'an tan-gwall
- derc'hel ar surentez ha saveteiñ pa 'vez ur gwallzarvoud pe gwallreuz naturel
Dont a ra ar ar ger "pomper" eus ar benveg a veze implijet gant ar bomperien er penn kentañ evit lazhañ an tan, da lavaret eo ur pomp dre zorn.