Priz Bras kirri ar Stadoù-Unanet
From Wikipedia, the free encyclopedia
Priz Bras ar Stadoù-Unanet (saozneg : United States Grand Prix) a zo ur redadeg kirri aozet evit ar wezh kentañ e Priz Bras kirri ar Stadoù-Unanet 1908 dindan an anv American Grand Prize. Deuet eo da vezañ perzh eus kevezadeg bed ar Formulenn 1. Goude 2021 e oa bet aozet 50 gwezh e dek lec'h disheñvel. Abaoe 2012 e reder bep bloaz e Troiad an Amerikaoù en Austin, Texas, war-bouez e 2020 pa oa bet nullet ar redadeg abalamour d'ar bedreuziad COVID-19.