Prometheüs
From Wikipedia, the free encyclopedia
Prometheüs (henc'hresianeg : Προμηθεύς Promêtheús "ar rakweler") a oa un Titan, mab da Iapetos ha da d-Themis (pe Klymene hervez oberourien 'zo), ha breur da Atlas, Menoitios hag Epimetheüs.
Tad e oa da z-Deukalion, en doa bet gant Pronoia (pe Klymene).
Hervez un doare all eus ar vojenn e vije bet mab d'an doueez Hera ha d'he serc'h, ar Ramz Eurymedon.