São Tomé ha Príncipe
From Wikipedia, the free encyclopedia
São Tomé ha Príncipe (São Tomé e Príncipe [sɐ̃ũ tu'mɛ i 'pɾı̃sɨpɨ] e portugaleg), ent-ofisiel Republik Demokratel São Tomé ha Príncipe, zo un enezeg hag ur Stad e Pleg-mor Ginea, a-vaez da aodoù Afrika.
Div enezenn bennañ zo : São Tomé ha Príncipe, 140 [[metr|km] an eil diouzh eben, ha tremen 200 km o-div diouzh aodoù Gabon. Dre ma’z eo un enezeg n’he deus harzoù douarel gant bro all ebet ; Gabon, Ginea ar C'heheder, Kameroun ha Nigeria eo ar Stadoù tostañ, war douar-bras Afrika.
São Tomé ha Príncipe | |
---|---|
Banniel | Skoed-ardamez |
Ger-stur | Unidade, Disciplina, Trabalho |
Kan broadel | Independência total |
Kêr São Tomé e 2010 | |
LocationSaoTomeAndPrincipe.png|230px]] 0° 20' N - 6° 44' R | |
Meslestradurezh | |
Dizalc'hiezh • diouzh Portugal | 12 a viz Gouere 1975 |
Kêr-benn | São Tomé |
Kêr dudetañ | Água Grande |
Yezhoù | Portugaleg (ofisiel) Kreoleg forro Kreoleg angolar Kreoleg principense |
Gouarnamant | Republik unvan hanterbrezidantel |
• Prezidant • Pennmaodiern | Carlos Vila Nova (2021) Patrice Trovoada (2022) |
Moneiz | Dobra (STD) |
Douaroniezh | |
Gorread | 964 km² |
Poblañs | 197 541 (2016) |
Stankted | 143 |
Internet | Touristelezh |
Stummet eo bet an enezeg gant un aradennad menezioù-tan kozh. São Tomé, an enez vrasañ, zo tre en hanternoz d’ar c’heheder. Anvet e voe evel-se en enor da sant Tomaz, gant ergerzherien deuet eus Portugal hag a erruas dirazi da zevezh gouel ar sant.
São Tomé ha Príncipe eo ar Stad vihanañ (e-keñver poblañs) a zo en Afrika. Bez' ez eo ivez ar vro bortugalek vihanañ a zo er bed.