Skritur gennheñvel
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar skritur gennheñvel zo unan eus ar seurtoù skritur koshañ er bed. Aozet eo bet diwar ar reizhiad skritur koshañ er bed, ijinet e Mezopotamia izel war-dro 3400-3500 kent J.-K. Linennek e oa en deroù met dont a reas da vezañ gennheñvel.
An anv gennheñvel a dalvez « e stumm gennoù », abalamour da stumm an arouezioù kleuzet gant an tammoù raoskl a veze implijet da skrivañ war tablezennoù pri blot.