Traoñienn Aran
From Wikipedia, the free encyclopedia
Traoñienn Aran (Val d'Aran anv ofisiel okitanek, Vall d'Aran e katalaneg, Valle de Arán e spagnoleg) zo un draoñienn er Pireneoù a zo stag ouzh Spagn, e korn gwalarn Katalonia ar C'hreisteiz. E-kreiz aradennad ar Pireneoù emañ ha drezi e tremen ar stêr Garona.
- Ur bajenn Aran zo ivez.
Unan eus traoñiennoù uhelañ ar Pireneoù eo (un drederenn eus an tolead zo tremen 2 000 metr a-us ar mor), ha bez' ez eo an tamm nemetañ eus Katalonia ar C'hreisteiz a zo war gostez hanternoz ar menezioù-se, da lavaret eo al lodenn nemetañ eus Katalonia a red he dourioù war-zu an hanternoz ha war-zu ar Meurvor Atlantel.
Troc’het eo diouzh ar peurrest eus Stad Spagn gant menezioù uhel ha n’int treuzet nemet gant daou hent : un ode war an uhel hag un tunnel dindan torosennad ar Maladeta. Toullet e voe un tunnel kentañ dindan renad Franco, e 1948, hag e 2007 e voe digoret unan nevez en e lec’h. Alies e vez stanket an ode gant an erc'h er goañv. Abalamour da se ez eo bet diaes e-pad pell an darempredoù etre an draoñienn ha kreisteiz ar Pireneoù. Aesoc’hik e oa al liammoù gant an hanternoz, pa ne oa nemet diskenn a-hed ar stêr Garona da ober.
Unan eus komarkoù Katalonia eo Vall d'Aran, kelc’hiet gant Stad Frañs en hanternoz, proviñs spagnol Aragon er mervent, ha comarques katalan Alta Ribagorça ha Pallars Sobirà er c’hreisteiz hag er reter. Da 10 175 a dud e save poblañs an draoñienn e 2020. Vielha e Mijaran eo kêr-benn an tolead.