![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/6a/EliseeReclusNadar.jpg/640px-EliseeReclusNadar.jpg&w=640&q=50)
Élisée Reclus
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ganet eo bet Élisée Reclus e Sainte-Foy-la-Grande (Gironde) e 1830. Goude studioù protestant en eil derez e kollas ar feiz hag ez ez eas war-du an douaroniezh, desachet e oa bet daveti en ur heuliañ kentelioù Karl Ritter e Berlin e 1850. Kuitaat a reas Frañs goude taol-stad Napoleon III. Eus 1851 da 1857 e veajas e Norzhamerika hag e Suamerika. Pa zistroas da Vro-C’hall e voe goulennet digantañ gant Hachette sevel al levrioù “Guides Joanne”. Goude-se e kendalc’has gant ur studiadenn skiantel diwar-benn an Douar, la Terre, embannet e 1869.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/6a/EliseeReclusNadar.jpg/320px-EliseeReclusNadar.jpg)
E 1871 e kemer perzh e Kumun Pariz evel dileuriad an Etrevroadel (tu Bakounin) ha gward broadel, da c’houde e vo tennet e garg kelenner Skol-Veur digantañ, kondaonet d’ar galeoù e Kaledonia-Nevez (Kanaky) ar c’hastiz-se a zo kemmet e dek vloaz harlu, dre Europa a-bezh ez eus bet skiantourien o sevel o mouezhioù evit ma vefe lakaet digablus. Mont a ra neuze d’en em staliañ e Bro-Suis. Kenderc’hel a ra e breder war an diveliouriezh hag e studiadennoù geografel.
An embanner Hachette a c’houlenn digantañ sevel levrioù douaroniezh: la Géographie Universelle (19 levrenn, embannet etre 1875 ha1894). An oberenn-se, a genlabouras Piotr Kropotkin d’he sevel, a zo unan eus pennoberennoù Reclus a-fet douaroniezh, nerzhus eo ar skrid, leun a ditour a gaver ennañ, diouzhtu e ra berzh e-touez an dud desket. Er memes mare e sav ur gazetenn diveliour e Geneva gant e gamalad Kropotkin: “le Révolté”. E 1898 e vez embannet l'Évolution, la révolution et l'idéal anarchiste, ha da c’houde studiadennoù geografel l'Afrique australe (1901) ha l'Empire du Milieu (1902), ha skrivet a gevret gant e vreur Onésime. Mont a ra Reclus d’en em staliañ e Brussel, eno e kelenn. E-kichen e labour kelenner e skriv L'Homme et la Terre embannet etre 1905 ha 1908, an oberenn-se a zo ur preder geografel war al liammoù hag an eskemmoù etre an natur, ar gevredigezh hag ar politikerezh.
Marvet eo Elisée Reclus e Torhout e-kichenn Gent e Belgia e 1905.
Un oberenn savet gantan A mon frère le paysan a zo bet troet e brezhoneg gant Emile Mason ha strollad ar gelaouenn diveliour divyezhek Brug, bez ez eus diouzh an oberenn-man e brezhoneg Gwened : 'Da mem breur al labourer, hag e tregerieg: D’am breur ar peizant; moullet int bet e Gwengamp e 1913.
Oberennoù Reclus a zo bet lakaet a-gostez e-pad pell gant an douaroniourien Skol-Veur, adlennet e vezont hiziv an deiz rak leun a breder ez int war plas an den en endro. Reclus eo an douaroniour gall pennañ e dibenn an XIXvet kantved.