![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a2/Maret%252C_duc_de_Bassano.jpg/640px-Maret%252C_duc_de_Bassano.jpg&w=640&q=50)
Achille Devéria
livour galleg / From Wikipedia, the free encyclopedia
Achille Devéria (6 a viz C'hwevrer 1800 e Pariz - 23 a viz Kerzu 1857) a oa ul livour gall hag a zeskas gant Girodet-Trioson. Liesseurt eo ar pezh a livas : oberennoù relijiel ha re orgedus a voe savet gantañ. An hini kentañ hag a lakaas liv en e vaendresadennoù e voe.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/6e/Balzac1820s.jpg/640px-Balzac1820s.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a2/Maret%2C_duc_de_Bassano.jpg/320px-Maret%2C_duc_de_Bassano.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/83/Deveria03.jpg/320px-Deveria03.jpg)
E 1830 e oa deuet Devéria da vezañ ur skeudennaouer brudet ha meur a vaendresadenn en doa laaket embann (da skouer skeudennoù diwar-benn Faust gant Goethe). Tresañ a reas ivez engravadurioù orgedus.
E 1849 e voe anvet rener rann an engravadurioù e levraoueg vroadel Bro-C'hall, ha kulator skoazeller e rann Egipt mirdi al Louvre. Dibenn e vuhez a gasas en Egipt, ma tresas hag adskrivas ar pezh a wele. E vreur, Eugène Devéria e anv, a oa livour ivez. A-gevret e rejont war-dro ur skol-arzoù.