Alea jacta est
From Wikipedia, the free encyclopedia
Alea jacta est (Taolet eo an diñs !) zo ur bomm latin a vije bet lavaret gant Caius Julius Caesar e 49 kent JK pa dreuzas ar stêr Rubikon, un harz hag a oa difennet outañ, da vont da Roma da gemer ar galloud. Hervez an istorourien Ploutarc'hos, Suetonius, hag Appianus e voent distaget e gregach d'an 12 a viz Genver 49 kent JK : « Ἀνεῤῥίφθω κύϐος. » (Anerrhíphtô kýbos).
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/br/7/7f/Caesar-ueberschreitet-den-rubikon_1-640x447.jpg)