Alpoù
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Alpoù a zo un aradennad venezioù hag a gaver en Europa, ledet war harzoù hanternoz Italia, gevred Bro-C'hall, Suis, Liechtenstein, Aostria, su Alamagn ha Slovenia.
- Evit implijoù all, gwelet Alpoù (disheñvelout).
Emañ uhelañ barr an Alpoù e beg ar Menez Gwenn dezhañ uhelded 4 810,45 metr, war harzoù Bro-C'hall hag Italia. Kontet ez eus bet 128 pikern ouzhpenn 4 000 metr a uhelded dezho. Kalz a odeoù etre an traoñiennoù a zo muioc'h eget 2 000 metr o uhelded.