Amelia Earhart
From Wikipedia, the free encyclopedia
Amelia Mary "Meeley" Earhart ([ˈɛərhɑ:rt]), bet ganet d'ar 24 a viz Gouere 1897 en Atchison (Kansas), steuziet er Meurvor Habask d'an 2 a viz Gouere 1937 ha disklêriet marv d'ar 5 a viz Genver 1939, a oa un nijerez hag ur skrivagnerez stadunanat ; ar c'hentañ maouez er bed o leviañ en he unan dreist ar Meurvor Atlantel e voe.
Meur a rekord a yeas ganti, ha berzh a reas he levrioù diwar-benn he nijadennoù. Pouezus e voe he ferzh e savidigezh The Ninety-Nines (The 99s), a zo ur gevredigezh levierezed etrebroadel staliet en Oklahoma City.
Fedoù berr-ha-berr
Amelia Earhart | |
---|---|
D'ar 5 a viz Meurzh 1935 | |
Ganedigezh | 24 Gouere 1897 Atchison, Kansas |
Steuziadur | 2 Gouere 1937 Meurvor Habask |
Statud | Disklêriet marv in absentia |
Broadelezh | Stadunanat |
Lesanvioù | Lady Lindy Queen of the Air |
Micherioù | Levierez Skrivagnerez |
Breved | FAI niv. 6017, 16 Mae 1923 |
Internet | www.ameliaearhart.com/ |
Serriñ
Pa oa o klask leviañ tro ar bed gant he loman e 1937 e voe kollet roud eus o nijerez dreist ar Meurvor Habask e-kichen Enez Howland.