An huñvre er pavilhon ruz
romant / From Wikipedia, the free encyclopedia
An huñvre er pavilhon ruz ( Sinaeg simplaet: 红楼梦; Sinaeg hengounel: 紅樓夢; pinyin: Hóng Lóu Mèng), anavezet ivez gant an anv Istor ar mean ( Sinaeg simplaet: 石头记; Sinaeg hengounel: 石頭記; pinyin: Shítóu jì)) pe c'hoazh Eñvorennoù ur Roc'h ( Sinaeg simplaet: 石头记; Sinaeg hengounel: 石頭記, pinyin: shítóu jì) skrivet gant Cao Xueqin a zo unan eus ar pevar roman meur klasel a vro Sina.
An oberenn a vefe bet skrivet e-kreiz an XVIIIvet kantved mare an Tierniezh Qing. An oberenn en devoa brud bras gant Mao Zedong a gave dezhañ e oa unan eus mammennoù pennañ al lorc'h sinaat.
An Unesco en deus lakaet war wel an oberenn An huñvre er pavilhon ruz dre e ouzhpennañ en Dastumadenn Oberennoù skeudennus an Unesco.