Antananarivo eo kêr-benn Madagaskar. Gant he 2 vilion a annezidi e 2002, ez eo kêr vrasañ ar vro ivez ha pennlec'h rannvro Analamanga. Emañ e-kreiz an enezenn, ouzh tor ur menez 1.468 metr uhelder. Bouedgounezerezh ha gwiaderezh eo greanterezhioù pennañ kêr.

Thumb
Unan eus straedoù Antananarivo

Un aerborzh etrebroadel zo eno, hag un hent-houarn a gas da borzh bras Toamasina (Tamatave gwechall), war ribl Meurvor Indez. E Antananarivo ivez emañ skol-veur Madagaskar.

Talvezout a ra an anv Antananarivo kement ha Kêr ar mil. Gallekaet eo bet e Tananarive.

Savet e voe kêr war-dro 1625. E 1797 e teuas da vezañ kêr-benn ar bobl Merina. Dindan ar roue Radama Iañ e teuas Antananarivo da vezañ kêr-benn an darn vrasañ eus an enezenn. Difennet e veze kreñvlec’h ar roue gant mil den (alese anv kêr). E 1895 e rankas rouanez diwezhañ Madagaskar kodianañ gant an alouberien c’hall. Ha dont a reas ar vro da vezañ un drevadenn c'hall, betek 1960, gant Tananarive da gêr-benn. E 1960, pa zeuas Madagaskar da vezañ ur stad dizalc'h, e voe lakaet Antananarivo da gêr-benn.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.