An anv-verb a vez implijet en danevelliñ en un nebeud yezhoù : latin, galleg, brezhoneg.
Ha Yann o skeiñ un taol troad gant e enebour.
En latin e vez implijet a-wechoù, gant ur rener, e-lec'h un amzer-dremenet :
Quotidie Caesar frumentum flagitare : "Goulenn ed bemdez a rae Caesar."
War-lerc'h an araogenn "de" a-wechoù :
"Grenouilles aussitôt de sauter dans les ondes ;
Grenouilles de rentrer en leurs grottes profondes." Le lièvre et les grenouilles[1] .
"Et tous ces oiseaux de sautiller, de boire, de chanter, de jouer, de voler, de se rouler et de voleter encore." Contes de la brousse et de la forêt "[2] .
Ral eo aet e galleg, hogen kavet e vez c'hoazh gant kazetennerien zo.
Implijet e vez an anv-verb en danevelliñ e brezhoneg :
war-lerc’h un araogenn , da pe o : Ha hi da skeiñ. Ha hi o skeiñ.
war-lerc’h ha : Ha hi ha skeiñ.
hep araogenn ebet, pe hep ha : Ha hi skeiñ.
Talvoudegezh
Un droienn skañv eo, implijet e-lec'h ar frazenn ordinal, evit kontañ (pe danevelliñ) oberoù graet buan peurvuiañ.
Stank e vez kavet dindan pluenn ar gwellañ skrivagnerien-bobl, evel:
Kalz nebeutoc'h e vez kavet gant tud all, evel Lan Inizan , a oar ober gant an droienn koulskoude.
Talvoudus eo evit degas lusk en ur skrid , gant ma vo implijet mat, ha graet e vez gant an doare-se er yezh komzet ken-ha-ken.
Peurvuiañ
e krog ar frazenn gant ha , un doare d'he liammañ ouzh ar frazenn a-raok
e teu ar rener da heul
e teu an araogenn "da" goude, dirak un anv-verb
e vez ur renadenn bennak da-heul ar verb
Hag ar paotr kozh da sevel war ar c’hleuz , Kontadennoù ar Bobl [3] .
War-lerc’h “da”
Peurvuiañ e vez rener hag anv-verb, met a-wechoù e vezont diezhomm :
Hep rener (anavezet eo, diskuliet eo bet en ur frazenn a-raok).
Ha da deurel o chupennoù d’an traoñ, ha da gregiñ kerkent, KAB 1/45
Ha da nijal arre dreist ar c’hoadoù ha dreist ar mor , KAB 2/29.
Hep anv-verb (hep ar verb mont peurvuiañ, ral e welet en hevelep troiennoù)
Hag hi d’ar gêr raktal , KAB 2/20
Hag ar jeant d’ar marchosi , KAB 3/16
Ha Marjan d’ar park, teñval he fenn, … Ha Yann d’ar c’hraou, DC’H 117
Hag eñ er-maez.
Gant ar rener
Hi da saludiñ ‘r c’hloareg, SBI 1/192
Hag hi d’o c’has d’ar gêr, SBI 2/140
Hag Arzhur da c’hoarzhin o welet kement-se, KAB 1/32
Hag eñ da son gant e violoñs, KAB 1/97
Ha kerkent an teir flac’h da redek, KAB 1/223
Hag ar c’hi da c’hrognañ, da skrignañ e dent, ha da lampat gantañ, KAB 2/20
Ha me da goach ma fenn ‚vel un inosantez, TBP 1/47
Ha Jenovefa gaezh da c’harmat, TBP 1/62
Ha me o tapout ma botoù em dorn ha da garzhañ fonnusañ ma c’hallen, TBP 2/163
Ha hi da c’houlenn diganin…, TBP
Gant met
Met kerkent ar vugale da laret, KAB 2/17
War-lerc'h setu
Setu glac’haret ar roue, ha da ouelañ, ha da sachañ ar blev eus e benn, KAB 1/101
Setu hi troet en un evn bihan glas ha da darnijal en-dro d’an daol oc’h ober « drik ! … driik ! … », KAB 1/105
Setu an div all da c’hoarzhin o klevet kement-se, KAB 1/203
Ha setu ar merc’hed da dont d’ar red, KAB 1/223
Setu an holl da c’houlenn digantañ keloù eus e c’hoar, KAB 1/283
War-lerc’h “o”
-En droienn Ha … o… :
Hag eñ o c’houlenn digantañ …, Nag hemañ o respont dezhañ, …, Hag eñ o c’houlenn diouti,…, SBI 1/124
Ha me o c’houlenn outi…Hi o laret din…ha me o vont ganti, SBI 1/204
Hi o sevel eus he gwele, SBI 2/114
Hag hi o respont din-me, SBI 2/114
Ha me o c’houlenn onti ha dimezet e oa, Hag hi o respont din-me, SBI 2/114
Hag eñ o vont da skeiñ ganin.
Hag eñ o tapout ar verc’h hag o pokat dezhi ivez, KAB 2/22
Hag eñ o tistreiñ ouzh ar plac’h ar gambr, KAB 2/56
Hag ar jeant d’ar marchosi, o vallozhiñ ken a grene ar c’hastell gantañ, KAB 3/16
Hag eñ o tarc’heiñ un taol bazh gantañ hag o troc’hañ anezhañ etre c’hwec’h tamm, TBP 1/169
Hag eñ o reiñ ur vazhad all dezhañ hag o rannañ e benn etre daou damm, TBP 1/169
Ha me o krial a-bouez ma fenn, TBP 1/208
Hag eñ o kouezhañ war e benn er penton, TBP 1/225
Ha hi o tarc’heiñ ar gontell a-droujouez war an daol, TBP 2/12
Hag ar c’hi o lammout gant ar paotr-saout, TBP 2/208
-En droienn setu … o … .
Ha setu an êgl kerkent o tont da nijal a-us dezhañ ha da dreiñ…, KAB 20
Ha setu int o vont d’an daoulamm ruz, KAB 1/83
Setu ma zad o tistreiñ d’ar gê r, KAB 1/85
Setu ar gwennilied o tegouezhout, YBB 190
Setu ar person o tont, TBP 2/208, 209
War-lerc’h “ha”
Hag int ha lammat gantañ.
Hag eñ ha mont en hent, hag ar pilhaouer ha foetañ e loen.
Hag eñ ha bale, KBSA;
Hep araogenn ebet dirak
A-wechoù e kaver ar rener gant an anv-verb hepmui:
Hag eñ ober gaol kuit (Gabriel Milin).
A. Davesne ha J. Gouin, EDICEF, 2001.