Aos Sí
From Wikipedia, the free encyclopedia
Aos sí (distaget [iːsˠ ˈʃiː]) eo an anv iwerzhonek hag a daolenn ur ouenn dreistbedel e gwengelouriezh Iwerzhon. Gallout a reer o ereat ouzh ar boudigoù. Lavaret e vez int hil Tuatha Dé Danann, ("Kenel Doueez Dannou").[1]
An aos sí a vev dindan an douar e-barzh kreñvlec'hioù a-hed mor ar c'hornôg, en ur bed diwelus stok-ha-stok ouzh bed mab-den. Taolennet e vez ar bed-se e-barzh Lebor Gabála Érenn evel un hollved kenstur lec'h ma vale an aos sí e-touesk ar re vev.
En iwerzhoneg a-vremañ e vez anvet daoine sídhe [ˈd̪ˠiːnʲə ˈʃiːə] ar re a vev er c'hrugelloù; daoine sìth e vez graet anezhe e sevenadur Skos. Gwelet e vezont evel hendadoù, speredoù an natur, pe doueezed ha doueed.