Ar Vuhez Kristen
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Vuhez Kristen a oa ur gelaouenn gatolik e brezhoneg, embannet adalek 1926 ha betek 1944.
- Arabat kemmeskañ ar gelaouenn-mañ gant Kannad ar Vuhez Kristen (1945-1946).
Embannet e veze gant Trede Urzh Sant Frañsez ha renet gant an Tad Medar (Jakez Dourmab), kabusin e Rosko, hag a skrive kalz pennadoù enni. Embannet e voe ar gelaouenn en Oriant da gentañ (moullet gant ar Bayon) hag e Rosko goude, adalek miz Eost 1937. Niverenn Mezheven-Gouere 1944 e voe an niverenn ziwezhañ.
Relijiel e oa danvez ar gelaouenn, gant pennadoù diwar-benn kelennadurezh an Iliz katolik, diwar-benn ar misionoù, buhez ar familhoù... Ur wech bennak e oa anv eus politikerezh ivez, evel da skouer e miz Genver 1937, pa lenner "Perak n'hellomp ket ni katoliked beza komunist". Pe c'hoazh ar pennad goapaus, "Baradoz ar gomunisted, pe eun droig vale e bro ar bara, ar peoc'h hag al liberte", embannet e mizioù Meurzh hag Ebrel 1937 ha sinet "Petromik" (unan eus anvioù-pluenn an Tad Medar), ha ma reer anv eus levrioù embannet gant Walter Citrine hag André Gide, bet o-daou o veajiñ en Unvaniezh Soviedel.
Embannet e veze ar gelaouenn en ur stumm gwenedek ivez, gant an titl Er Vuhé Kristén.