From Wikipedia, the free encyclopedia
Hans Axel von Fersen, pe Axel von Fersen ar Yaouankañ (Stockholm, 4 Gwengolo 1755 – idem, 20 Mezheven 1810) a oa ur c'hont ha diplomat svedat, brudet e garantez ouzh ar rouanez Marie-Antoinette Bro-C'hall. Ken brudet all en e vro eo e varv kriz, lazhet gant an engroez.
Mab e oa d'ar feld-marichal Fredrik Axel von Fersen ha d'e bried, ar gontez Hedvig Catharina De la Gardie. Mab-bihan e oa d'ar jeneral Hans Reinhold von Fersen, ha breur da Sophie von Fersen, kontez Piper, ha da Hedvig Eleonora von Fersen, kontez Klinckowström. Kenderv e oa da Augusta von Fersen, serc'h d'an dug Karl (ha danvez-roue), ha d'he c'hoar Ulrika von Fersen, o-div dimezelled a enor (Hovmästarinnan) gant ar rouanez Sofia Magdalena, ha niz e oa d'ar skiantourez Eva Ekeblad.
En 1774 edo oc'h echuiñ e Dro Vras dre Europa, evel ma oa ar c'hiz e-touez ar yaouankizoù a ouenn uhel hag a glaske gwellaat o deskadurezh, pa erruas e Bro-C'hall. E lez Versailhez e sache ar selloù, dremmet kaer ha korfet brav evel ma oa. Diwar ebenn e skrive Kont Creutz, kannad Sveden, da roue Sveden, Gustav III :
D'an 30 a viz Genver ec'h en em gavas gant an daofinez Marie-Antoinette Aostria, incognito, e korolladeg ar C'hoarigandi. Distreiñ a reas goude da Sveden. D'an 10 a viz Mae e oa marvet ar roue Loeiz XV, ha setu Loeiz XVI deuet da vout roue, ha Marie-Antoinette rouanez. E miz Eost 1778 e teuas Axel en-dro war e giz da lez Versailhez. Ne oa ket bet ankounac'haet gant ar rouanez: pa en gwelas e lavaras: "Sed aze un anaoudegezh kozh !" Hag an holl el lez a wele a-walc'h e rae-hi war-dro ar paotr yaouank gant aked.
Met Fersen en devoa c'hoant da vrezeliñ ivez.
D'an 20 a viz Genver 1780 e voe anvet da goronal en ur rejimant troadeien alaman, ha kuit ez eas da Amerika e dibenn miz Meurzh 1780, makemeras perzh e Brezel Dizalc'hted Stadoù-Unanet Amerika dindan Kont Rochambeau.
Plijout a rae Axel von Fersen da Rochambeau
Pa zistrozas da Sveden ec'h adstagas da labourat evel diplomat. En 1792 e voe lazhet ar roue Gustav III, hag anvet breur ar roue da rejant eus 1792 da 1796. Hennezh, ar priñs Karl, dug Södermanland, a voe anvet da roue evel Karl XIII kalz diwezhatoc'h. Fersen a gollas e labour evel kalz eus mignoned ar roue marv.
Pa voe roet ar gurunenn gant ar rejant d'e niz Gustav IV Adolf, mab Gustav III, e voe roet e gargoù dezhañ en-dro.
En 1797 e voe kaset evel kannad Sveden da sinañ feuremglev Rastatt, met trouz a reas ar C'hallaoued a-enep dezhañ, ma voe ret dezhañ kuitaat ar vodadeg.
En 1801 e voe anvet da riksmarskalk ( Marichal ar Rouantelezh), ministr ha kanseller Uppsala, met displijout a reas d'ar roue pa enebas krenn ouzh ar brezel a-enep Prusia, ur brezel c'hoantaet gant ar roue Gustav IV evit kastizañ Prusia hag a nac'he aloubiñ Bro-C'hall.
En 1809 e voe diskaret Gustav IV gant un taol-stad steuet gant pennoù an arme, ha Fersen a chomas neptu, met an holl a soñje e oa tomm ouzh ar priñs Gustav, mab da Gustav IV. En 1810 e voe anvet Christian-August, dug Augustenburg, da briñs-pennhêr Sveden, met mervel a reas ur pennadig goude. Hervez ar vrud e vije bet kontammet gant Axel von Fersen.
D'an 20 a viz Mezheven 1810 e oa obidoù Christian-August, hag ar riksmarskalk Axel von Fersen a oa bet karget da ambroug ar c'horf e kêr Stockholm. Kabaduilh a voe ha lazhet e voe Fersen a daolioù mein gant an engroez dirollet, mac'het e gorf dindan an treid, dirak ar soudarded na rejont van ebet. Krediñ a reer e voe aozet kement-se gant Karl XIII evit kaout an dizober eus unan eus e enebourien.
E c'hoar Sophie von Fersen a voe heskinet ivez, met dont a reas a-benn da dec'hel. Tamallet e veze-hi ivez eus marv ar priñs pennhêr. Se zo kaoz e c'houlennas ma vije graet un enklask gant al lezvarn diwar-benn ar perzh he dije kemeret e marv ar priñs. Didamallet e voe.
Un toullad mizioù goude ar muntr e voe didamallet Axel von Fersen hag e diegezh eus marv Carl August. Beziet e voe gant lid ha pompad. Sophie von Fersen a guitaas Stockholm da vont da Kastell Löfstad, e-tal Norrköping. Ur monumant a savas e koun he breur ha skrivet warnañ: Åt en oförgätlig broder, mannamodet uti hans sista stunder den 20 juni 1810 vittna om hans dygder och sinnes lugn ( D'ur breur diankouaus, e galonegezh en e amzer diwezhañ d'an 20 a viz Mezheven 1810 a ziskouez splan e vertuzioù hag e goustiañs direbech.)
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.