Bali
From Wikipedia, the free encyclopedia
Bali zo unan eus inizi Indonezia, er reter da enez Jawa hag er c'hornôg da enez Lombok. Unan eus proviñsoù ar vro eo ivez.
- Gant ar ger Bali e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Bali (disheñvelout).
Rann eus | Lesser Sunda Islands, Bali |
---|---|
Anv | Bali |
Anv er yezh a orin | Bali |
Stad | Indonezia |
E tiriad | Bali |
Gwerzhid-eur | Indonesia Central Standard Time |
War ribl | Meurvor Indez, Mor Bali |
Lec'hiadur | Lesser Sunda Islands |
Daveennoù douaroniel | 8°20′6″S 115°5′17″E |
Poent uhelañ | Agung |
Un enezenn vihan eo Bali, pa vez keñveriet gant lod eus an inizi all zo en Indonezia : 5 632,86 km² eo he gorread ha 3 551 000 a annezidi e 2009. Denpasar eo ar gêr-benn, hag e-touez ar c'hêrioù all e c'haller menegiñ Singaraja war aod an norzh hag Ubud a vez darempredet stank gant an douristed. En eneb diouzh ar pezh a c'hoarvez en darn vrasañ eus inizi all Indonezia, poblet gant muzulmiz, ez eus hindouiz eus ar braz eus tud Bali (93%). E gwirionez ez eo o relijion un hindouegezh mesket gant elfennoù boudaegezh. Menez Agung eo menez uhelañ an enezenn (3 142 m uhelder) ; ur menez-tan eo ha kenderc'hel a ra da darzhañ gwech ha gwech all.
Brudet eo enez Bali er bed a-bezh, abalamour d'he sevenadur, an delwennoù, an dañsoù, ar sonerezh. Darempredet stank e vez gant touristed daoust ma oa digresket o niver un tammig goude ar bombezennoù a oa bet o tarzhañ e miz Here 2002 e Kuta, unan eus ar c'hêrioù zo en arvor. Lazhet e oa bet 202 a dud en darzhadenn-se, graet gant spontourien islamour a-hervez.