Barbara Torelli
From Wikipedia, the free encyclopedia
Barbara Torelli (Montechiarugolo, ~1475 – Bologna, goude ar 7 a viz Du 1533) a oa un Italianez eus an noblañs izel en Emilia.
Merc'h e oa da Marsilio Torelli ha Paola Secco. He zad Marsilio en devoa dilezet e garg en Iliz e 1462, pa oa beuzet e vreur henañ Marcantonio Torelli en ul lenn, hag aet e oa da servij an Tiegezh Sforza : evito e rae war-dro douar Montechiarugolo.
He mamm a oa merc'h da Francesco Secco (Caravaggio, 1423 - Vicopisano, 1496), kabiten a vrezel, a oa dimezet e 1451 da Gaterina Gonzaga, bastardez da varkiz Mantova, Ludovico III Gonzaga ; dre-se e oa Barbara kar da renerien Mantova.