From Wikipedia, the free encyclopedia
Bhīma (Devanāgarī भीम : spouronus) a zo unan eus harozed ar Mahābhārata, an eil eus ar pemp Pāṇḍava. Mab d'ar roue Pāṇḍu hag e wreg Kuntī e oa bet engehentet gant an deva Vāyu avat. Lontek ha gant un nerzh dibar, ez eo gantañ e voe lazhet ar c'hant breur Kaurava gwitibunan e Brezel Kurukṣetra.
Dre ma ne c'helle ket e dad Pāṇḍu kaout bugale gant e ziv wreg abalamour d'ur mallozh taolet warnañ hag eñ nevez dimezet ha dishêr, e voe galvet Vāyu, doue an Avel rust ha kreñv, gant Kuntī, eil pried Pāṇḍu, evit engehentiñ ur mab. Dre-se ez eo Bhīma un hanterzoue, mab d'ur vaouez ha d'un doue.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.