Björn Larsson
From Wikipedia, the free encyclopedia
Björn Larsson zo ur skrivagner svedat ha kelenner galleg e skol-veur Lund.
Ganet eo bet e Jönköping, e 1953.
Moraer eo ivez ha tremenet en deus kalz amzer war vor, o verdeiñ a-hed aodoù Skandinavia, Bro-C’hall, Breizh hag ar broioù keltiek all. Meur a levr en deus bet skrivet, awenet gant ar mor hag ar bageal, evel Den keltiska Ringen (« Le cercle celtique »), Long John Silver, Från Vredens Kap till Jordens Ände (« La Sagesse de la mer »)...
Troet eo bet e skridoù e meur a yezh (galleg, italianeg, alamaneg, daneg, norvegeg, spagnoleg, saozneg...). Ul levr en deus bet skrivet e galleg ivez (Besoin de liberté, 2006).