Blue Öyster Cult
From Wikipedia, the free encyclopedia
Blue Öyster Cult, berraet alies e BÖC, zo ur strollad sonerezh heavy metal bet ganet e Long Island, e Stad New York er Stadoù-Unanet e 1971.
Doare psychedelic rock o fladenn gentañ (1972) a voe deroù ur remzad a bad betek hiziv : 24 milion a bladennoù bet gwerzhet er bed a-bezh. Gant video o c'hanaouenn Burnin' for You e rojont lañs e 1981 da ziorroadur ha berzh ar video sonerezhel e sevenadur ar bobl.
Hiziv an deiz e kendalc'h sonerezh Blue Öyster Cult d'ober berzh, koulz war al leurenn[1], er sinema, er skinwel, ar bruderezh hag an abadennoù sport zoken.
Blue Öyster Cult | |
---|---|
Arouez Blue Öyster Cult | |
Orin | Long Island, New York Stadoù-Unanet |
Stil | Heavy metal |
Padelezh | 1967 - bremañ (Soft White Underbelly betek Blue Öyster Cult) |
Embannerion | Columbia Records CMC International |
Izili | |
Donald "Buck Dharma" Roeser (1947– ) Eric Bloom (1944– ) Allen Lanier (1946-2013) Albert Bouchard (1947– ) Joe Bouchard (1948– ) |
Gwellañ aozadur BÖC evit a sell ouzh ar berzh hag ar badelezh e oa Donald "Buck Dharma" Roeser (penngitarour, kan), Eric Bloom (pennkaner, gitar-lusk, klavieroù), Allen Lanier (pennklavieroù, gitaroù, kan), Joe Bouchard (gitar boud, kan) hag Albert Bouchard (toumperezh, toserezh).
Er strollad a hiziv emañ D. Roeser hag E. Bloom bepred, koulz ha Jules Radino (toumperezh, toserezh), Richie Castellano (klavieroù, gitaroù, kan) ha Kasim Sulton (gitar boud).