Breviñ ouzh ar rod
From Wikipedia, the free encyclopedia
Breviñ ouzh ar rod, pe terriñ ouzh ar rod[1], a reer eus unan eus ar jahinoù graet war an dud kondaonet gwechall, pa veze brevet o izili goude o stagañ ouzh ur rod. Kement-se zo bet graet adalek an Henamzer betek dibenn an XVIIIvet kantved, e Bro-C'hall da vihanañ, betek an XIXvet en Alamagn.
Ar verzherien vrudetañ eo Santez Katell Aleksandria (c. 294 – c. 312), a voe roet hec'h anv d'ar rod-jahinañ e Bro-Saoz (Catherine wheel), ha Sant Jord (c. 277 – 303).
Kondaonet e veze muntrerien ha laeron da vezañ staget war ur rod ma vezent lazhet a daolioù bazh dirak an dud, war ur chalfod alies. Ur rod ken bras hag un den e oa, ha staget e veze ar pevar ezel e doare ma veze aesoc'h o zerriñ. Goude e veze lazhet an den, pe laosket da vervel.