![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/4c/GuerreVend%25C3%25A9e_1.jpg/640px-GuerreVend%25C3%25A9e_1.jpg&w=640&q=50)
Brezel Vendée
From Wikipedia, the free encyclopedia
Brezel Vendée ( e galleg: La guerre de Vendée) eo an anv roet d'ar brezel diabarzh a oa bet etre ar roueelourien (ar re Wenn) hag ar Republikaned (ar re C'hlas) e kornôg Bro-C'hall etre bloavezh I ha bloavezh IV an Dispac'h gall (etre 1793 ha 1796).
Rann eus | Kentañ Kengevreadur ![]() |
---|---|
Stad | Frañs ![]() |
Lec'h | Vande ![]() |
Deiziad | Kerzu 1793 ![]() |
Deiziad kregiñ | Meurzh 1793 ![]() |
Deiziad echuiñ | Kerzu 1793 ![]() |
Perzhiad | Kentañ Republik c'hall, Legitimism ![]() |
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/17/Vendee-militaire_2.svg/640px-Vendee-militaire_2.svg.png)
Liammet don eo, ha kemmesket alies, gant ar chouanerezh. Hollad an daou stourmad-se a vez graet anezho a-wechoù « Guerres de l'Ouest » e galleg. Ar chouanerezh a oa bet war ribl dehoù al Liger, padal emsavadeg ar Vendée a oa war ar riblenn gleiz. Vendée militaire a vez graet eus an tiriad emsavet e su ar stêr.
Evel e pep korn eus Bro-C'hall, ar Vendée a oa bet ul lec'h emsavadegoù peizanted etre 1789 ha 1792. An diforc'h bras a vo adal 1793 gant an emouestladenn veur ret evit al lu. An emsavadeg, anavezet ivez evel insurrection vendéenne, a oa kroget da vat. Da gentañ e oa anezhi un emsavadeg peizanted klasel met goude-se e oa deuet da vezañ un emsavadeg enepreveulziel.
Tamm-ha-tamm, a-hed an tri bloaz, e kemmas neuz ar brezel. Peoc'h a voe e-pad ur pennad, e nevez-amzer 1795. Hogen echuet e oa e penn-kentañ ar bloavezh 1796, e oa bet tro 200 000 den lazhet ha kalz distrujoù.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/33/Petit-Luc_1.jpg/320px-Petit-Luc_1.jpg)
Ur mare eo eus an Dispac'h gall a zegas tabut c'hoazh, dre an niver uhel a drevourien lazhet hag al lazhadegoù sevenet a-bep tu.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/0f/Massacre_de_Machecoul.jpg/640px-Massacre_de_Machecoul.jpg)