From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Vrigadenn Ronarc'h a zo un unanad milourel ag ar Morlu gall.
Savet eo bet e miz Eost 1914, e penn-kentañ ar Brezel-bed kentañ.
An amiral Pierre-Alexis Ronarc'h a zo bet lakaet en he fenn.
Divodet eo bet ar Vrigadenn Ronarc'h e miz Du 1915.
Brudet eo ar Vrigadenn Ronarc'h dreist-holl abalamour d'he ferzh en Emgann Diksmuide, war Dalbenn an Ijzer, e Flandrez Belgia.
Ur rejimant martoloded a zo krouet gant pellskridoù Maodiern ar Mor d'ar 7 a viz Eost ha d'an 9 a viz Eost 1914 evit mont da ziwall an urzh e Pariz. Prederiet eo ar gouarnamant abalamour d'an trubuilhoù a c'hellfe sevel eus tu an aozadurioù (strolladoù politikel, sindikadoù) a-enep d'ar brezel. Dastumlec'h Cherbourg a rank kas teir c'hompagnunezh, hini Brest peder, hini An Oriant peder ivez, hag hini Rochefort unan. D'an 16 a viz Eost, un urzh maodiernel nevez a lak da sevel eizh kompagnunezh nevez (dastumlec'h An Oriant a rank kas teir c'hompagnunezh, hini Brest peder hag hini Cherbourg unan) ,evit krouiñ un eilvet rejimant martoloded. D'ar 26 a viz Eost eo divizet sevel ur batailhon, peder c'hompagnunezh ennañ, o tont eus dastumlec'h Rochefort.
Adalek an 13 a viz Eost e tegouezh martoloded e Pariz. Bodet int er Palez Meur. Ul lodenn a ya da batrouilhañ dre straedoù Pariz, a-gevred gant ar polis, ar re arall a zo lakaet da embregiñ.
Degouezhet eo an Alamaned tost-tre eus Pariz. Lakaet eo an 6vet Kompagnunezh eus ar 1añ rejimant en un tren hobregonet. D'an 20 a viz Gwenholon ez eus un emgannig ouzh uhlaned, nepell eus Montdidier: tri martolod breizhat a zo lazhet.
Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.