Catarina van Hemessen
From Wikipedia, the free encyclopedia
Catarina van Hemessen, pe Caterina (war-dro 1528 - war-lerc'h 1587) a oa ul livourez flamank eus Antwerpen en amzer an Azginivelezh, ar c'hentañ livourez flamank e vezer sur d'anavout he zaolennoù. Merc'h e oa da Jan Sanders van Hemessen (war-dro 1500 - goude 1563) ha moarvat eo gantañ e teskas livañ. Meur a boltred he deus graet eus tud a beadra.
- Poltred ur vaouez
(1548) - Poltred un itron
(war-dro 1551) - Poltred ur gwaz
(1552)