From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar chaloni zo ur beleg, ezel eus chabistr an iliz-veur pe an iliz-chabistr. Bez’ ez eus ivez chalonied a enor.
Amprestet eo bet ar ger-se digant al latin canonicus, dre ar galleg kozh chanoni (ar saozneg hag ar c'hembraeg a implij canon).
Ar chaloniezh (gwechall chaloniaj) eo karg ar chaloni.
Ar chalonied-menec'h zo leaned en urzhioù (chanoines réguliers e galleg), evel ar chalonied-menec'h sant Aogustin, ar chalonied-menec'h eus Premontre.
Ar chaloniezed zo leanezed en urzhioù, evel chaloniezed sant Aogustin eus ospital Pont-'n-Abad, eus ospital Malastred, pe e kouent Sant-Frañsez-Montroulez.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.