From Wikipedia, the free encyclopedia
Charles Brunellière, bet ganet d'an 22 a viz Here 1847 e Naoned hag aet da Anaon e memes kêr d'an 12 a viz C'hwevrer 1917 oa ur paramantour ha politiker breizhat.
Mab ul levrdiour en e aez e oa. Kuitaat ar reas ar skol da 15 vloaz evit gounit e vara. Labourat a reas e ti un ispiser da gentañ, goude e ti ur marc'hadour greun hag e ti ur c'hourater a vor. Kaset e voe d'ar brezel e 1870. Radikal da gentañ e teuas da vezañ sokialour adalek 1886 dindan levezon Benoît Malon. Daremprediñ a reas Jules Guesde, Paul Lafargue hag Yves Le Febvre.
Adalek 1877 e teu da vezañ paramantour. Lakaat a reas sevel ar c'hentañ lestr bras dre lien e dir, La Fédération. Ezel e voe eus Kuzul uhel ar Verdeadurezh kenwerzh (Conseil supérieur de la marine marchande).
Unan eus aozerien an emsav sindikalour ha kenlabourer e bro Naoned e voe. Krouiñ a reas e 1888 Strollad micherour Naoned (Parti ouvrier nantais). E 1894 e savas Kevread sokialour Naoned (Fédération socialiste de Nantes). E 1900 e voe, gant Yves Le Febvre, e-touez ar re a grouas Kevread sokialour Breizh (Fédération socialiste de Bretagne). Lonket e voe ar c'hevread gant an SFIO (Section Française de l'Internationale Ouvrière) e 1907. Dipitet e voe met kendelc'her a reas da gemer perzh er stourmoù politikel ha sindikel. Sekretour Fédération socialiste de Loire-Inférieure an SFIO e voe. Stourm kreñv a reas evit ar peoc'h met kemm a reas goude muntr Jean Jaurès evel kalz re all. Mervel a reas d'an 12 a viz C'hwevrer 1917.
Dilennet e voe da guzulier kêr e 1881, eil-maer e voe e 1885.
Hervez al levr Les Noms qui ont fait l'histoire de Bretagne (1997) e vefe peder straed da nebeutañ o tougen e anv e Breizh. .
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.