Diemen
From Wikipedia, the free encyclopedia
Diemen (distagañ : ) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 14.03 km² eo gorread Diemen. 23 866 annezad a zo enni (sifroù 2007), hag ul lodenn eus tachenn meurgêr Amsterdam eo. E reter Amsterdam emañ.
Teir lodenn a ya d'ober Diemen :
- Diemen Noord, ma kaver lod brasañ savadurioù kozh Diemen ha tud eus ar renkad etre
- Diemen Centrum, ur c'harter modernoc'h ennañ labourerien ha tud eus ar renkad etre
- Diemen Zuid, hag a vez gwelet alies evel stag ouzh Bijlmer.
E Diemen Zuid ez eus ivez lodenn vrasañ INHOLLAND Hogeschool, unan eus skolioù-meur Amsterdam, hag un arsav metro da vont da Amsterdam.