From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur pezh dilhad, pe ur gwisk, zo ur pezh gwiad (pe un danvez moan all) a vez lakaet war ar c'horf, pe en-dro dezhañ, da c'holeiñ un darn anezhañ.
Ur gwiskamant zo ur pezh dilhad peurvuiañ, hag an holl bezhioù dilhad gwisket war ar c'horf a-wechoù.
A bep seurt dilhad zo:
Sellet ouzh ar pennad ledanoc'h : Istor an dilhad
En amzerioù koshañ e teue an dilhad eus ezhommoù an dud d'en em wiskañ en un doare simpl ha pleustrek. Pelloc'h e teuas levezon ar c'hiz, ken e vez dibabet gwiskañ dilhad pe zilhad evit abegoù sokial.
War a seblant e voe implijet kreoñv loened, da gentañ, evit en em wareziñ diouzh an amzer, fall pe vrav. Goude int bet aozet evit aesaat an oberezhioù boutin ha divoutin. Abretoc'h eo deuet aozadur an dilhad un doare evit en em stipañ (en em fichañ brav) ha seul vuioc'h ma vez tro da stagañ bragerizoù warno.
Hervez an oberezhioù ez eus bet fardet dilhad arbennik : dilhad-brezel, dilhad-labour, dilhad-lid, dilhad-sport, etc...
En Europa e oa bet emdroadurioù stankoc'h adalek ar XIVvet kantved pa oa kresket live an teknikoù ha pa voe degaset danvezioù nevez diwar gresk an eskemmoù kenwerzhel.
Bezañ gwarezet diouzh ar gwallamzer eo an abeg degemeretañ gant an istorourien evit displegañ perak eo bet ijinet an dilhad.
|
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.