Distrigoù Israel
Wikimedia roll / From Wikipedia, the free encyclopedia
C'hwec'h distrig a zo en Israel. Graet e vez mehozot (מחוזות; unander : mahoz) anezho en hebraeg. Ouzhpenn ez eus pemzek isdistrig (nafot, נפות; unander : nafa). Kement isdistrig a zo a zo rannet e 50 rannvro naturel.
Diazezet eo sifroù ar pennad-mañ war labour Burev Kreiz Stadegoù Israel, se zo kaoz e kaver ennañ an holl lec'hioù dindan lezenn Israel, tiriadoù aloubet en o zouez. Kavout a reer neuze isdistrig ar Golan hag ar peder rannvro naturel a zo ennañ, daoust ma n'eo ket anavezet evel tiriad israelat gant ABU hag ar gumuniezh etrebroadel. Heñvel eo evit a sell ouzh Jeruzalem : kemeret eo bet poblañs reter Jeruzalem e kont. N'eo ket lakaet Tiriad Judea ha Samaria e-touez distrigoù Israel avat, rak el lodenn-se eus Sisjordania ne vez ket lakaet lezennoù Israel da dalvezout.