Jihad
From Wikipedia, the free encyclopedia
An djihad pe jihad (en arabeg : جهاد djihâd), a vez graet eus un dever relijiel a gaver en islam hag er babelezh. En arabeg, e talvez kement hag « emnac'h », « striv », « stourm » pe « harzerezh », alies e vez treuzkomprenet gant « brezel santel ». Ar ger jihad zo implijet tregont gwech er C'horan, alies gant stumm an droienn « al-ǧihād bi amwalikum wa anfusikum » a c'hellfec'h treiñ gant « stourm evit ho madoù hag ho eneoù ». An djihad zo neuze da vezañ komprenet evel « grit ur striv evit mont etrezek hent Doue ». Hervez Averroes, en islam e kaver pevar ster evit an jihad : gant ar galon, gant an teod, gant an dorn ha gant ar c'hleze.
Tamm eus un heuliad pennadoù a-zivout Islam |
Kredennoù ha kustumoù |
Unded Doue |
Pennoù Bras |
Mohammed |
Testennoù ha lezennoù |
Koran • Sunnah • Hadith |
Skourrioù Islam |
Sunnit • Chiit • C'harijit • Soufiegezh |
Kevredigezh |
Studioù islamek • Istor |