Setu ul listenn a ginnig konted ha duged Anjev.
Ingelgerizien
Anvet eo al lignez diwar anv Ingelger.
Tiegezh Plantagenêt
Kentañ tiegezh Kapesianed Anjev
- Jean de France (1219 † 1232), mab da Loeiz VIII, roue Bro-C'hall, ne renas ket,
- 1246-1285 : Charlez Iañ (1226 † 1285), a voe roue Sikilia, ha roue Naplez, a oa breur dezhañ
- 1285-1290 : Charlez II (1254 † 1309), roue Naplez, mab da Charlez Iañ
- e 1290, e roas Anjev en argouroù d'e verc'h a zimezas da Charles de Valois
Eil tiegezh Kapeted Anjev
- 1350-1384 : Loeiz Iañ (1339-1384), Roue Sikilia ha Jeruzalem, kont Provañs, mab da Yann II Bro-C'hall, roue Bro-C'hall, ha mab-bihan da Fulup VI Bro-C'hall
- en 1360 eo savet Anjev da zugelezh;
- 1384-1417 : Loeiz II (1377-1417), Roue Sikilia ha Jeruzalem, kont Provañs
- 1417-1434 : Loeiz III (1403-1434), Roue Sikilia ha Jeruzalem, kont Provañs
- 1434-1480 : René Iañ Anjev (1409-1480), Roue Naplez, dug Bar, kont Provañs, Roue Sikilia ha Jeruzalem, hag Aragon, dug Loren
- 1480-1481 : Charles IV (1436-1481), Roue Sikilia ha Jeruzalem, kont Provañs, mab da Charlez, kont Maine, ha mab-bihan da Loeiz II;
Goude marv Charlez IV, e voe staget dugelezh Anjev ouzh kurunenn Bro-C'hall.