Dugelezh Loren pe Dugelezh Loren-Uhel (Herzogtum (Ober-)Lothringen en alamaneg ha Duché de (Haute-)Lorraine e galleg) a oa un dugelezh istorel hag a zegouezh dre vras gant rannvro Loren a-vremañ er Frañs hag ivez darnoù eus Luksembourg a-vremañ hag eus Alamagn. Nancy, ar gêr-benn, Metz ha Verdun e oa ar c'hêrioù pennañ. Padout he deus graet eus ar bloaz 959 betek 1766 ma voe tapet ha staget ouzh Bro-C'hall.

Thumb
Ardamezioù Loren

Orin an dugelezh

Thumb
Lotaringia Izel ha Lotaringia Uhel war-dro ar bloaz 1000

Savet e voe a-hed ar bloavezhioù goude meur a rannidigezh:

  • en 843, gant feur-emglev Verdun, e voe rannet Impalaeriezh Karl Veur etre bugale Loeiz an Deol. Gant Lotar Iañ ec'h eas al lodenn etre Frankia ar C'hornôg ha Frankia ar Reter, hag anvet Francia Media.
  • en 855 e varvas Lotar Iañ, ha rannet e voe rouantelezh Lotar Iañ etre e vibien, ha gant e vab Lotar II ez eas an hanternoz, da lavarout eo an douar anvet Lotharingia (diwar an anv latin Lotharii Regnum, a zo Lotharingien en alamaneg)
  • un dugelezh e teuas da vezañ e deroù an Xvet kantved;
  • en eil hanterenn an Xvet kantved e voe rannet an dugelezh etre div zugelezh: hini Lotaringia Izel ha hini Lotaringia Uhel, ha homañ eo a deuio da vezañ Bro-Loren[1].

Notennoù ha daveoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.