Emgann Kırkkilise
From Wikipedia, the free encyclopedia
Emgann Kırkkilise (pe emgann Kırklareli, emgann Lozengrad) a c'hoarvezas d'ar 24 a viz Here 1912 e-pad ar c'hentañ brezel balkanek e-tal kêr Kırklareli, hiriv en Turki, etre arme Bulgaria ha hini an Impalaeriezh otoman.
Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Daveennoù douaroniel ...
Emgann Kırkkilise
Rann eus | First Balkan War |
---|---|
Daveennoù douaroniel | 41°44′5″N 27°13′31″E |
Deiziad | 24 Her 1912 |
Perzhiad | Impalaeriezh otoman, Kingdom of Bulgaria |
Serriñ
Trec'h e voe ar Vulgared ha kregiñ a rejont en nebeud kirri-nij otoman ha ne oant ket bet tennet eus o c'hasedoù.
Goude an emgann-se ec'h embannas Alexandre Millerand, ministr gall ar brezel, e oa an arme vulgar an hini a oa gwellañ arme Europa, hag e kave gwell kaout skoazell digant kant mil Bulgar eget ne vern pe arme europat.